Aller au contenu
Accueil » Selaouit doc’homp !: arvest son ha gouloù e brezhoneg

Selaouit doc’homp !: arvest son ha gouloù e brezhoneg

Gant skolidi hentenn Yezh ha sevenadur Breizh e vo kinniget frouezh o labour da-geñver ar son hag ar gouloù-mañ. Ar bloaz-mañ o deus dizoloet ar Seiz breur. Savet e oa bet gant arzourien vreizhat être an daou vrezel. Klask a rae al luskad-se modernaat Breizh en ur virout he dibarderioù sevenadurel. E gouloù ar Seiz breur eo e oa bet goulennataet gant ar re yaouank o sell ouzh ar gevredigezh a vremañ. An arvest-se a ginnig penn-kentañ ur respont deoc’h, diazezet àr o esperañsou hag o c’hoantoù.

(Les élèves de la filière Langue et culture bretonnes présentent le fruit de leur travail lors de ce son et lumière. Cette année, ils ont découvert les Seiz breur. Fondé par des artistes bretons dans l’entre-deux-guerres, ce mouvement cherchait à moderniser la Bretagne tout en préservant ses spécificités culturelles. C’est à la lumière des Seiz breur que les jeunes ont interrogé leur vision de la société actuelle. Ce spectacle est un début de réponse, concentrant leurs espoirs et leurs aspirations. Un beau moment tout en breton à apprécier.)